Keleier ar vro d'al Lun 1añ a viz Gwengolo 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 1añ a viz Gwengolo 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

An distro-skol eo hiziv...

Gant tost 600 000 a skolidi, skolajidi ha liseidi e skolioù Breizh. Met evit ar c’helennerezed hag ar gelennerien eo kroget al labour abaoe digwener da nebeutañ… Renkañ, naetaat, aozañ ar c’hlas, prientiñ an dafar ha kement zo ‘oa bet graet evit ober un degemer a zoare d’ar vugale… Kristell Kombod zo skolaerez brezhoneg-galleg e skol-vamm Sant-Edern ‘ba Plouedern, 'kichen Landerne. Kontet he deus da Erwan Blanchard ul lodenn eus al labour ‘neus kaset araok an distro…

Ur stummadur nevez evit deskiñ kelenn e brezhoneg

Stummañ tud yaouank da zeskiñ brezhoneg ha labourat gant ar yezh. Setu ar pezh a zo kinniget gant un hentenn nevez digoret e Aradon, e-kichen Gwened. An UCO, da lâret eo skol-veur katolik ar reter he deus lakaet e plas un D.U nevez. Yann Verney, kenurzhier ar c’helenn divyezheg en deskadurezh katolik a live Breizh en deus kemeret perzh da sevel an Diplom skol-Veur en UCO.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Kuitaet o deus bagad bigi ar « Freedom Flotilla » porzh Barcelona dec'h

- lazhet eo bet kentañ Ministr Houthist e Yemen

- Karget mat e vo ar vuhez politikel ar sizhun o tont e Frañs

- Roet e vo kentelioù diwar-benn an IA d'ar re yaouank en eil derez

- Novo19, ur chadenn skinwel nevez a skigno eus Roazhon adalek hiziv

- Ur sell war ar sportoù