Keleier ar vro d'ar Meurzh 15 a viz Gouere 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 15 a viz Gouere 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Tren Napoleon Express etre Pondi han an Alre

Setu digoret ar c’houlzad nevez zo evit an tren Napoleon express a ya etre Pondi hag an Alre. Napoleonville a oa justawalc’h anv Pondi pell zo. Bep hañv a c’houde 2021 e vez lañset an tren douristel kozh a dremen dre flondrenn ar Blanvezh. A-drugarez d’ar CFCB, kevredigezh an hentoù houarn e kreiz Breizh e c’heller mod-se dizoloiñ un tennad-hent a oa serret d’an dud abaoe 1951. Aodren Trehin he deus lammet barzh unan ag an trebioù-mañ da kejeñ get Kadvael Morin a zo a youl vat evit CFCB, hag a vicher evit an SNCF

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Ha da glevet ivez:

  • Ultimatum Donald Trump da Vladimir Poutin war ar brezel en Ukraina

  • Keloù deus ar brezel e Palestina ac'hubet

  • Embannet e vo divizoù Frañsez Bayrou war Budjed 2026 ar stad c'hall

  • Aet eo Gilbert Cabon d'an Anaon

  • Stourm e skolaj divyezh Jakez Prevert

  • Tro Frañs velo