Keleier ar vro d'ar Meurzh 8 a viz Gouere 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 8 a viz Gouere 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Kudennoù rouedad a zo er C'hab a c’houde mizioù.

Arivet eo skuizh annezidi ar vro, o deus ar santimant da vout dilezet. Fuloret eo an dilennidi ivez, rak paeet zo bet 3,5 million a euroioù get ar gumuniezh kumunioù evit staliañ ar wienn optikel. Met dale bras a zo. 150 den o deus kudennoù internet ha pellgomzer e Ploeneg da skouer, da laret eo etre 20 ha 30% a poblañs ar gumun. Elisabeth Colin a zo unan anezhe. Bet e oa o vanifestiñ dirak an ti-kêr, ur miz 'zo evit ma vehe renket an traoù. Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas.

E-pad miz Gouere e vez dalc’het bep plez Merc’her an Thabor e Roazhon.

Bep Merc’her da noz e vez aozet un darvoud e Park an Thabor. Sonerezh, dañsoù Breizh ha standoù a bep seurt a vez. Get Skeudenn Bro Roazhon e vez aozet an darvoud-mañ, da gentañ penn evit an izili da gejañ an eil re doc’h ar re all, met ivez d’ar Roazhoniz ha d’an douristed da brofitañ ag un herrad plijus er park. Selaouomp diouzhtu Aël-Anna Mazé, a zo sekretourez produiñ e Skeudenn. Setu ur pennad-kaoz get Anton Burel.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

-Un emgav etre Netanyahou ha Trump a oa bet dec’h da noz evit an deirvet gwezh e 6 miz.

-Ouzhpenn 100 den a oa marv en dic’hlannoù pe dourioù-beuz a oa bet en Texas e-pad an dibenn-sizhun paset.

-Penaos kaouit tud youlek evit an dilennadegoù ti-kêr a vo e 2026 ? Setu ar pezh a zo klasket diskoulmiñ get reform statud an dilennidi lec’hel.

-Al lezenn Duplomb a vo votet hiriv get ar gannaded.

-Roet eo bet disoc’h prosez straed Aubagne e Marsilha.

-Ar baourentez e Bro-C’hall a zo en e live uhelañ abaoe 30 vlez.