Radio Breizh
Embannet eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard.
GBB 2025: degemeret eo bet ar gouel war dachenn Maner Kernaod!
Meur a gant festivaler zo bet betek Mellag, chouk da Gemperle, evit profitañ eus ur programm birvidig kinniget gant GBB, Gouel Broadel ar Brezhoneg. Digwener noz e oa roet lañs d’ar gouel gant an Taol-lañs ha da heul e oa bet daou devezh gant konsertoù, taolioù-krenn, diskouezadegoù, prantadoù gouren ha kement 'zo. Evit ar wech kentañ e oa aozet ar gouel ‘ba Mellag, neuzen, ‘ba ul lec’h dibar. Selaouomp Ronan Kerbiquet, prezidant Mignoned ar brezhoneg 'zo penn GBB. Emañ gant Erwan Blanchard.
Taol-lañs: An Abhain he deus gounezet priz an dazont !
An arzourez a orin eus an Oriant zo erru 'bar plas kentañ. Daou strollad all o doa lakaet o anv: Balafenn ha Yannig Jaouen. Muioc'h diwar-benn An Abahain, Manon hec'h anv-bihan. Emañ gant Erwan Blanchard.
Dont da GBB evit gellout komz brezhoneg ! Roomp ar gaoz d'ar festivalourien ha festivalourezed
Meur a gant festivalier pe festivalierez a oa aet da Vellag e-kerzh an dibenn-sizhun. O tont eus pep lec'h 'ba Breizh hag eus lec'hioù all, brezhonegerien anezho pe get. Petra 'noa degaset c'hoant dezho kemer perzh 'ba GBB? Selaouomp Moira, Mateo ha Yuna ouzh mikro Erwan Blanchard.
Ha da selaou 'bar c'heleier ouzhpenn:
- Ur prantad tabutal etre Palestiniz hag Izrael a vo 'ba Qatar ar sizhun-mañ
- Strollad Amerika: krouet en deus Elon Musk e strollad politikel
- Anavezet eo rejim an Dalibaned 'ba Afghanistan gant Russia
- Sloan Herny en deus gounezet ar redadeg velo Manche-Ocean
- Kampion Frañs decathlon eo Mael Bessaphou-Lannurien eus Roazhon