Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Da 6e henoazh e tigoray dorioù Gouel Broadel ar Brezhoneg e Mellag e Maner Kernod evit tri devezh sonadegoù, prezegennoù, c'hoarioù, standoù e brezhoneg penn da benn.
Ur glogorennig brezhoneg a vo aozet bep plez bremañ get Mignoned ar brezhoneg. Jenovefa Rozmordug a zo nevez erruet er skipailh gopradezed. Emañ e-karg kenurzhiañ an dud a-youl vat, 200 den en holl, hag e-karg an Taol-Lañs. Muioc'h a ditouroù geti doc’htu. El rezon e vo tu deoc'h heuliañ ar gouel a-bell dre ho pemp radio e brezhoneg. Henoazh e vimp àr-eeun ag an Taol-Lañs etre 7e30 hag 11e30 noz. Hag àrc'hoaz e kinnigimp deoc'h un abadenn àr-eeun ag ar gouel, etre 5e ha 7e d’enderv.
Benn warc'hoazh e vo dalc'het ar « Summer Swim », e traezenn Santez-Eved e Eskevien, e-tal Gwaien.
Pemp redadeg a vo en holl : redadegoù haniennel, get hag hep palmoù ; hag ur redadeg a bep eil dre skipailh, peder gwezh 200 metr, get hag hep palmoù ivez. Digor eo ar redadeg a bep eil dre skipailh d'an neuñverion ha neuñvourezed adalek 8 blez, hag adalek 14 blez evit ar redadegoù haniennel. Da 2 eur d’enderv e krogay ar « Summer Swim » en Eskevien. Lusket e vo ar redadegoù doc’h ar mikro get Claire Carriou. Emañ get Metig Jakez-Vargas.
Ha da glevet er c'heleier :
-Embannet eo bet get strolladoù ag an tu kleiz e lakaint o anv a-stroll evit dilennadegoù 2027 edan an anv « Talbenn ar bobl 2027 ».
-Paraet eo bet doc’h ur gwalldaol gourelour, pe masculiniste degouezh.
-Un bazenn oc’hpenn a zo bet paset davet aotre ar boulanjerion ha gwerzhourion bokedi da lakaat o c’hopridi da labourat ar 1añ a viz Mae.
-Embannet eo bet disoc’h ar c’homision enklask parlamantel diàr ar feulsterioù er skol, lañset da c’houde afer feulsterioù Betharram.
-Goude Scot bro Gwened e miz Meurzh eo tro Scot bro an Alre da vout nullet get ar justis.
-112 vet Tro bro Frañs ar baotred a grogay arc’hoazh hag a baday betek ar 27 a viz Gouere.