Radio Breizh
Embannet eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard.
Bez-kampionez ar bed Boks Thaï eo Zoe Seguy!!
Disul oa en em gavet Zoe Seguy tost da sevel gouriz kampionez ar bed ‘ba Verona ‘ba Italia ar re zo 17 vloaz. Un taol kaer evit ar Vrestadez yaouank ‘neus komañset gant ar Boks Thaï pevar bloaz zo. Ur sport emgann eo ar Muay Thaï o tont eus Thaïlande sur deoc’h. Gall ‘reer skeiñ gant ar meilhou dorn, an daouarn hag an treid. Barrek eo Zoe ‘vel ‘pezh ‘peus komprenet. Met gant peseurt hent eo bet evit en em gavout ‘ba gourfenn Youth World Game kevread WBC ? Emañ gant Erwan Blanchard.
Liseoù Breizh zo en arvar da serriñ
Un danevell nevez embannet get kambr rannvroel ar c’hontoù he deus graet pasabl a drouz : an hani diàr mod meriñ al liseoù publik get ar rannvro, hag a zo he barregezh en ober. An elfenn he deus desachet an evezh a zo ar c’hinnig serriñ liseoù zo, get ul listenn resis. 13 lise a vehe bresk ha 7 a vehe en arvar. A-benn kompren sklaeroc’h, Aodren Trehin a oa bet é atersiñ Stephanie Stoll dilennadez er rannvro er strollad ag an tu kreiz Ni Breizhiz. Perzh eo ag ar bodad stummadur, hentañ ha yezhoù Breizh.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
- Anzavet 'neus Stad Victoria 'ba Aostralia zo bet kaset ur gouenlazh ouzh an aborijened
- Muioc'h evit 5000 dron russian 'neunt taget Ukraina e-kerzh miz Even
- Imamoglu: Manifestadegoù 'oa bet dalc'het dec'h 'ba Istanbul 'vit goulenn ma vo dieubet
- Votet eo bet al lezenn Duplomb gant ar senedourien
- Ret eo kavout ul loñjiris d'ur familh dibaper 'ba Sant-Brieg
- Kampionad Europa mell-droad merc'hed a oa komañset dec'h