Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Faotiñ a ra d’an Deskadurezh Stad serriñ ur c’hlas evit re zo en trede klas e bep a skolaj e Sizun hag e Plouneour-Menez !
Harzoù-labour, manifestadegoù ha dasparzh traktoù a zo graet a c’houde pemzektez evit difenn an daou skolaj a zo e Menez Are. Arguzenn an Deskadurezh Stad eo e ya àr zigresk an niver a skolajidi a zo bet lakaet o anv gete en trede klas evit an distro-skol e miz Gwenholoñ. Pezh n’eo ket gwir evit Matthieu André a zo kelenner e skolaj Val d’Elorn e Sizun. Emañ get Erwan Blanchard.
Ha da glevet ivez er c'heleier:
-Ur wagenn tommder a zo e Bro-C’hall hiriv hag arc’hoazh, ha marse e vo betek dimerc’her pe diriaou, hervez an takadoù.
-Disadorn e oa Pride difennet Budapest e bro Hungaria.
-Raktres reform ar c’hleweled publik a vo studiet er vodadenn vroadel hiriv hag arc’hoazh.
-Astennet eo bet listenn al lec’hioù m’eo difennet butuniñ.
-Bodet e oa tud en un 60 kêr bennak e Frañs disadorn a-enep al lezenn Duplomb.
-Un tolpadeg a-enep an tourioù-avel àr vor a oa bet en Erdeven, kostez an Alre.