Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Staget eo gopridi Radio France gant un harz-labour didermenn hiziv.
Enebet eo gopridi ar radioioù publik doc’h reform ar c'hleweled publik hag an troc'hoù budjed d'he heul. Gellout a rahe ar mediaoù publik donet da vout un « holding » anvet « France Medias » get ar reform a zo kinniget get ar gouarnamant. Bodañ a rahe an holding-se Radio France, France Tele hag an INA. Rachida Dati, ministrez ar sevenadur, a souten ar reform-se penn kil ha troad. Liesseurted hag emrenerezh ar mediaoù eo a zo en arvar. E ti Ici Breizh Izel e oa bet darn ag ar c'hropridi é ober harz-labour hiziv ivez. Katell Ugen a zo kazetennourez eno. Emañ doc’h Mikro Metig Jakez-Vargas.
100 vlez eo Sant-Riwal !
Ar gumun vihan neizhet e Menez Are a lida an darvoud-se er mare-mañ. Un diskouezadeg skeudennoù ha dielloù a zo da welet e-kreiz ar vourc’h da reiñ un tañva ag ar vuhez gwezhall eno. Savet eo bet an diskouezadeg get Herve Kere, bet skolaer e Sant-Riwal hag o chom eno aodi penn-kentañ ar blezadoù 70. Muioc’h da glevet geton. Emañ get Erwan Blanchard. An diskouezadeg diàr-benn istoer ar gumun a zo da welet betek miz Gwengolo neuzen. ‘Benn disadorn e vo dalc’het ur fest-noz evit lidañ 100 vlez Sant-Riwal adalek 8 eur noz.
Ha da glevet ivez er c'heleier
-Broioù an OTAN a ya da greskiñ o budjedoù evit an difenn
-Emañ Mec'hiko é soñjal klemm doc'h Space X
-Anseet eo bet gober un taol-stad e Armenia
-Kondaonet eo bet Bro-C'hall evit kontroloù polis hervez ar fas
-Dilennidi 'zo o deus kavet un emglev evit adlañsiñ chanter an hentpras A69
-Klask a ra Fondasion al lojeiz evit an dud divroet desachañ an evezh àr kudenn al lojeiz tomm berv