Keleier ar vro d'ar Yaou 26 a viz Even 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 26 a viz Even 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard.

Pemp bloaz a enklaskoù gant Splann! a vo lidet 'benn disadorn

Pemp bloaz ar media dizalc’h Splann ! ‘vo lidet ‘benn disadorn. ‘Ba Kastellin eo taolioù-krenn, emgavioù gant kazetennerien Splann ! hag ur fest-noz zo kinniget d’an neb a gar. Splann ! zo ur media enlinenn a zo embannet gantañ enklaskoù hir war sujedoù kizidik ‘ba Breizh ‘vel an agroboued, an endro ha gwirioù foran dre vras. Roet eo an enklaskoù da lenn digoust war ar marc’had. Un tamm sell war ar mod ‘oa bet savet Splann ! e 2020. Gant Karoline Trouillet, ‘nia n’oa kaset an enklask kentañ evit Splann ! diwar-benn an amoniak kaset d’an aer. Emañ gant Erwan Blanchard.

"Aelez an diaoulez", ur vandenn dreset nevez lakaet e brezhoneg gant skolajidi Diwan

Ur raktres brav a zo deuet da wir evit skolajidi 6vet ha 4re klas Skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper. Embannet zo bet, e ti Bannoù-Heol, div vandenn dreset bet troet gante e brezhoneg. Marteze ho peus klevet anv eus an heuliad levrioù-se dija, a ra berzh bras e mesk ar grennarded ha krennardezed : « Mortèle Adèle ». Pe « Diaoulez Aelez », evit an droidigezh vrezhonek. Selaouomp da gentañ Arnaud Elegoët, an embanner. Emañ gant Marianne Vaidie e Radio Kerne.

Da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

- 41 milion a euroioù a daosoù evit arc'hantiñ an treuzdougen 'ba Breizh

- Nac'haat a ra Mael de Calan bout perzh ar rouedad Pericles

- War startaat e ya politikerezh enbroañ Bro-Alamagn

- 48 milion a devezhioù arat a goadoù n'int ket gwarezet ken 'ba USA

- Ar c'hevredigezhioù ebarzhus ne vefont ket skoazellet gant rannvro Sud-PACA