Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Emgav o doa dileuridi eus an UDB dec'h e Matignon, asambles gant prezidant ar gevredigezh SOS Bugaled Breizh.
Resevet int bet gant Jean Christophe Muller kuzulier justis ar c'hentañ ministr. Fellout a rae d'ar strolladoù-se na vefe kavet un diskoulm d'an afer war an dachenn bolitikel, rak kloz eo an afer eus tu ar justiz.
Nevez ‘zo ‘oa bet votet gant deputeed Frañs fin an takadoù gant otoioù a gas nebeut a CO2 d’an aer, an takadoù anvet ZFE (Zone a faible emission).
Anv al lezenn eo « Simplaat ar vuhez ekonomikel », ul lezenn n’a ket d’an ekologourien. Evit Glen Dissaux, zo bez prezidant Brest Meurgêr, eo domaj e yafe da netra an takadoù ZFE peogwir ‘oa ar pal gwellaat stad an aer ha yec’hed an dud war un dro. Koulskoude ‘oa ket bet savet mat hervezañ… Emañ gant Erwan Blanchard.
Ha da glevet ivez :
- Goude 12 devezh brezel eo tavet ar bombezadegoù dec'h etre Israel hag Iran
- Ur varnadenn istorel a zo bet rentet dec'h war afer ar bezhin glas
- Ur c'hwitadenn eo bet ar bodad labour pe coclave war al leveoù
- Ouzhpenn 2000 maer ha maerez o deus roet o dilez e Frañs abaoe 2020, da lâret eo abaoe m'eo kroget ar respet diwezhañ
- Laket he deus ur studiadenn nevez war wel an difoc'h koust a zo etre ar stummadur « kine » pe dorloer e Brest hag e Roazhon