Radio Breizh
Kinniget eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard.
Ur c'hinnig lezenn gant Gael Roblin evit bout mestr war politikerezh ar Yec'hed 'ba Breizh
Penaos gwareziñ ha diorren servij publik ar yec’hed e Breizh ? Setu goulenn meur a zilennidi hag a dud e Breizh da vare an enkadenn a zo er vro. Etre an ospitalioù a zo en arvar da vezañ serret hag an diouer a vedisined jeneralist eo teñval an dazont. Setu Gael Roblin, kuzulier-kêr Gwengamp an tu-kleiz dizalc’hour War Sav, neus kavet un diskoulm ha savet ur c’hinnig-lezenn a zo kinniget d’an dud war lec’hienn ar Sened e stumm ur sontadeg. 100,000 sinadur a zo da rastellat e korf 6 miz hag e c’hellfe Breizh kaout kirriegezh politikerezh ar Yec’hed e Breizh. Petra c’hellfe bezañ arc’hantet en un doare resis ha petra cheñchfe evit ar vretoned ? Selaouomp Gael Roblin diouzhtu… Emañ gant Anton Burel.
Solitudes, ar raktres arzel nevez dougenet gant Klaris Bailleul
Abaoe kreiz miz Mae emañ Klaris Bailleul oc'h ober ur « chomadenn » arzel e ti « La Tannerie » e Plourin-Montroulez. Un digarez evit an arzourez da ziskouez he raktres testennioù anvet « Solitudes » eno betek dimerc'her. Emañ gant Maelys Poublanc en Arvorig FM.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
- Bugaled Breizh: an UDB zo bet klevet e vouezh 'ba Matignon dec'h
- Osons! Kas a ra ar gevredigezh eus Sant-Malou an Timac dirak al lez-varn
- Skol-Veur an UBO zo erru 'ba renkadur QS World University Ranking
- Konklav war al leve: aet eo an tenn hebiou hervez ar CFDT
- Harzh an tan a vo 'bar brezel etre Izrael hag Iran?
- Ana Gros gant Brest Breizh Hand en-dro!