Keleier ar vro d'al Lun 23 a viz Even 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 23 a viz Even 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Gouel ar sonerezh e Kemper gant "La chose"

Gouel ar sonerezh a oa bet lidet e pep kumun a zo pe dost disadorn. Un digarez eo ar gouel evit arzourien ar vro da bignat war al leurennoù ha bezañ anavezet. Ar vreudeur Quentin hag Alexandre Alberts, eus bro Gerne, o doa sonet war leurenn an Novomax da skouer, e Kemper. Nevez a walc'h eo o strollad, anvet « La Chose » ha klask a reont soniñ muioc'h mui. Un daouad souezhus int, etre cabaret, rock ha c'hoariva, e meur a yezh.

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez Vargas

Gwelladenn e Milin Rosulien

Nebell eus an Oded, etre ur c'hoadig ha kal Rosulien war vord ar stêr, emañ kuzhet meilh-dour Rosulien e Ploveilh. Fabienne Le Henaff, eus kevredigezh « milinerien Rosulien », a ginnige ur weladenn eus al lec'h dianavezet-se digwener da noz. Betek 1911 en doa servijet ar veilh eus ar 17vet kantved. Goude-se e oa bet tud o vevañ er veilh kozh, a-raok na vefe dilezet al lec'h e kreiz an 20vte kantved. Adkavet en deus ar savadur e ferzh orin un nebeud bloavezhioù zo, da heul mennozh Serge Kergoat, rener un embregerezh vrudet eus ar vro...

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez Vargas

Ha da glevet ouzhpenn er c'heleier :

  • Iran zo bet bombezet gant Aerlu ha Morlu Stadoù Unanet Amerika

  • Fin ar c'honklav war adreizh ar retred

  • Jeu zo bet e Gouel ar sonerezh e Bro-Roazhon

  • 6vet devezh Kampionad Breizh ar Motocross