Keleier ar vro d'ar Gwener 20 a viz Even 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 20 a viz Even 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard.

"Berder asambles": dav eo d'ar galloudoù publik prenañ an enezenn

E bro an Alre, e-tal an Arvor-Baden, emañ enez Berder. Prenet eo bet an enezenn e 2016 gant ar strollad Giboire, brasañ marc’hadour tiez Breizh, gant ar soñj sevel un ostaleri pompadus warni ha betoñsiñ an enezenn d’ober ur parkva hag ur spa. Ar gevredigezh « Berder Ensemble », a-gevred gant kevredigezhioù all difenn an endro, he deus stourmet a-enep ar raktres-se betek ma vefe nullet PLU ar gumun a aotree raktres Giboire, e 2023. Goulenn a reont bremañ digant ar galloudoù publik prenañ an enezenn evit gwareziñ anezhi. Raktresoù e-leiz a zo ivez gant « Berder Ensemble » evit dazont al lec'h. Muioc'h a zisplegadennoù gant Brendan-Budok Durand Le Ludec, a zo ezel eus ar gevredigezh. Emañ ouzh mikro Metig Jakez-Vargas.

Ur milion a euroioù dihentet gant ur stajiad en Adecco

Ouzhpenn 1 milion a euroioù dihentet gant ur stajiad en Adecco. Ar sizhun-mañ eo dalc’het ar prosez ‘ba Lyon. War 16 000 a dud a oa bet tennet nebeutoc’h evit 50 euro diwar o c’hont bank gant ur stal anvet Solflex. 5000 a dud o deus savet klemm. En o zouez Maella Pouldu, hec’h anv kuzh. Souezhet e oa bet e 2022 gwelout e oa bet savet ur sammad arc’hant gant Solflex, ur stal n’anaveze ket. Lennet e oa ‘ba ur gazetenn ur pennad diwar-benn kontoù tud zo bet o labourat gant Adecco, evelti… Muioc’h a displegadennoù gant Maella.

Ha da selaou ouzhpenn 'ban abadenn :

- Diwan: adpec'hernnet 'vo savadurioù Kerampuilh gant al lise

- Harellerezh e Genavir: ur mekanikour zo bet kondaonet hepken

- Tomm tomm e vo 'ba Breizh hudu... beket 38 derez 'ba Roazhon

- Agathe Guillemot 'ba Meeting Atle Pariz!