Radio Breizh
Kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Er mizioù tremenet ez eus bet lakaet ar gaoz er mediaoù eus ar feulsterioù gouzañvet gant ar vugale gant an aferioù Betharam hag Ar Skouarneg da skouer. Muioc'h mui e klever komz ivez eus an insest, a vez gouzañvet gant ur bugel diwar dek d'an nebeutañ e Frañs. Lies-tre eo ar feulsterioù graet d'ar vugale hag e Penn ar Bed ez eus bet krouet ur strollad c'hwec'h vloaz 'zo evit stourm a-enep ar feulsterioù-se, e diabarzh ar Planning Familh. Atalieroù kizidikaat a ginnigont er skolioù da skouer. Muioc'h a ditouroù gant Swen, a zo ezel eus ar strollad-se.
Komzet e vo ivez eus :
- ar brezel etre Iran hag Israel
- ar Pfas a gaver er boued
- ar sec'hor en Breizh
- pal ar C'hop 21 a na vo ket tizhet