Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.
Aozañ ar sistem yec'hed e Menez Are
Nevez zo ‘oa bet sinet an emglev etre Ti ar yec’hed ‘ba Sizun hag an ARS da ofisielaat un emglev CPTS, a zo o fal skoazell da aozañ ar sistem yec’hed war an tiriad. An unnekvet CPTS eo en departamant. Benjamin Frankaert ‘zo medisin hollegour staliet ‘ba Sizun, o kemer perzh hardi ‘bar raktres. Displeget ‘neus hiroc'h da Erwan Blanchard.
Kampionez Breizh jiminaz ritmek eo deuet Koulma Jegou da vezañ Ouzhpenn kampionad Breizh ‘neus gounezet ar plac’h yaouank zo ezelez eus kleub CPB Roazhon : kampionad Il-Ha-Gwilen ivez ‘ba rummad ar re yaouank 14-15 vloaz. Hag ar wech kentañ ‘oa dezhi kenstrivañ hec’h-unan, hep he skipailh. Emañ ar gampionez gant Erwan Blanchard.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Keloù eus ar brezel etre Iran hag Israel
- Kenderc'hel a ra ivez Israel da zrouklazhañ ar balestinianed
- Dav e vo da izili an RN kuitaat ar strolladoù Facebook gouennelour, homofob, a-enep ar vuzulmaned hag enep-yuzhev
- Ne z a ket war-raok ar strollad labour war al leveoù
- Chom a raio al lastez toksek e mengleuzioù Stocamine
- Serriñ a raio an embregerezh Coop Breizh
- Nec'het eo ivez gopridi D'Aucy er Morbihan
- Degemeret e vo un dileuriadeg eus gouzañvidi Joel Le Scouarneg hiziv e Ministrerezh ar yec'hed hag er vodadenn Vroadel