Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Ur villa gallo-roman a c'heller gwelladennoù e Bro-Leon
Deomp bremañ da weladennin ur villa gallo-roman! E kerzh an dibenn sizhun 'oa dalc'het devezhioù an arkeologiezh 'ba Breizh ha 'ba Frañs a-bezh. Da geñver an darvoud sevenadurel 'mañ 'oa bet digoret ul lec'h eus ar re souezhusañ 'ba bro Lesneven ha kinniget d'an neb a felle dezhañ mont da weladenniñ: ar villa a gavez 'ba Keradenneg 'ba parrez Sant-Fregant. Ninnog Jaouen, arkeologourez anezhi hag o prientiñ un dezenn gant skol-veur Roazhon 2, en deus kinniget ar villa da Erwan Blanchard.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Trec'h an Naoned e Kampionad Frañs melldroad gouezeleg
Paotred Naoned ‘zo kampionidi Frañs melldroad Gouezeleg ! Disadorn ‘oant bet trec’h war Roazhon war dachenn ar Gerzu vihan. Aozet ‘oa kampionadoù Bro-C’hall ‘ba Brest ar bloaz mañ. Skipailhoù o tont eus Breizh ‘oa war blas sur deoc’h , met ivez eus Clermont-Ferrand, Lille, Angers, Pariz hag ivez eus Tolosa. Gant skipailh Tolosa ‘oa c’hoarierien a orin eus Iwerzhon, ‘vel Padrig. Souezhet bras ‘oa bet ‘pa ‘noa klevet ‘oa kleuboù ar sport broadell Iwerzhon ‘ba Frañs ha ‘ba Breizh.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Ha da glevet ouzhpenn er c'heleier :
Keloù deus ar brezel etre Iran ha Stad Israel
Barcelona o stourm a-enep an touristelezh
Berzhiet e vo d'ar vugale yaouankoc'h evit 3 bloaz implij skrammoù
E 2041 e rankfe Kreizenn nukleel Brenniliz bezañ dismantret
Redadeg 24e ar Mañs
Tournamant ar Roue Arzhur U16 e Breal-Moñforzh ha Kavan