Radio Breizh
Ar c'heleier a zo bet embannet gant Anton Burel
Tolpad Kêrioù Gwengamp Pempoull en deus sinet ar garta
Sinet oa bet ar garta Ya d’ar brezhoneg live 1 gant Tolpad Kêrioù Gwengamp Pempoull, Gwenvael Delanoe Ar Berr oa aet d’ar sinadeg …
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe ar Berr
Kampionad Frañs Melldroad Gouezeleg e Brest
Evit ar wech kentañ ‘vo aozet Kampionadoù Frañs melldroad gouezeleg ‘ba Brest ! ‘Benn disadorn eo war dro 700 c’hoarierez ha c’hoarier ‘vo war tachennoù Brest evit lakaat war wel ar sport brudetañ ‘ba Bro-Iwerzhon. Skipailhou eus Breizh ha eus Bro-C’hall en em gavo asambles ‘vel ‘pezh a c’hoarvez bep daou vloaz. Amañ ‘ba Breizh ‘eo bet kroet ar c’hleub kentañ melldroad gouezeleg 25 bloaz zo. Araok kampionadoù Frañs ‘oa bet roet lañs da gampionad Breizh se zo kaoz e chom an ‘ni pouezhusañ evit Tangi Moreau, ezel eus Gaelic Foot Bro Leon hag unan eus aozerien ar c’hampionadoù.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Ha da glevet ouzhpenn er c'heleier :
Taget zo bet Iran gant lu Israel
280 den marvet en ur gwallzarvoud e Aerborzh Ahmedabad e India
Keloù deus Palestina hag ar stourmerien a glask kas boued da Gaza
Dieub eo Christian Tein hag e gamaladed deus an tu kleiz dizalc'hour Kanak
Maodiern ar Yec'hed a zo e Karaez hiziv