Radio Breizh
Kinniget eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard.
Trec'h eo Splann! war Philippe Bizien
Digwener e oa embannet disoc’h ar prosez a oa bet savet ouzh Splann ! gant Philippe Bizien, saver moc’h ‘ba Landunvez ha prezidant ar c’hooperativoù Evel’ Up hag Inaporc. Nullet eo ar prosezadur gant ar varnerien. Ar prosez kentañ eo 'zo bet ouzh Splann abaoe 5 bloaz m’eo bet krouet. Kaset en doa ar saver moc’h Splann ! dirak al lez varn : Alain Goutal, prezidant ar media enklask, hag an daou gazetenner o doa skrivet ar pennad « Copains comme cochons », Kristen Falc’hun hag Ines Leraud. Evit ar produer moc’h eo ul labour da wallvrudañ anezhañ 'zo bet embannet war lec’hienn ar media breizhad e 2024. Ar pezh a diskouez diviz ar varnerien eo e oa goullo doser Phlippe Bizien. Emañ Kristen Falc’hun gant Erwan Blanchard.
Natur ha bageal: tem an daou levr nevez embannet gant Penn-bazh
Festival "Les Etonnants voyageurs" zo un digarez da zizoleiñ levrioù bet embannet gant tiez-embann eus Breizh, Bro-C’hall pe Belgia … Hag e-mesk an tiez embann-se e oa Penn-bazh embannadurioù. Daou levr 'zo bet embannet gante nevez 'zo : Green Poher : Chroniques nature de Bretagne et d’ailleurs gant Emmanuel Holder, ha Tabarly 1964 : naissance d’une légende gant Mikael Demeaux… Erwan Chartier, a zo e penn an ti embann-mañ, a gont deomp hiroc’h diwar o fenn. Ur pennad-kaoz kaset gant Anton Burel.
Hag ouzhpenn 'bar c'heleier:
- Feulsterioù estrengas 'zo 'ba Iwerzhon an hanternoz
- Sevel a ra muioc'h mui a c'hêrioù ouzh politikerezh Trump war an enbroañ
- Manifestadegoù evit Palestinia a vo disadorn 'ba Frañs
- Rentañ enor da vMelanie, bet drouklazhet 'ba Nogent, a vo graet 'ba Sant-Brieg fenoz
- 600 c'hoarierez ha c'hoarier mell-droad gouezeleg 'ba Brest: kampionad Frañs 'vo a-benn disadorn