Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard.
Lammet e vo ar c'heleier e brezhoneg skignet d'an eurioù gwellañ war ICI Breizh-Izel
Cheñchamantoù a vo 'ba ICI Breizh Izel, divizet ‘oa bet dilemmel abadennoù keleier diouzh beure war gwagennoù ar radio publik. Evit ar rener eo ur respont d’an digresk a selaouerien a zo war holl radioioù ar rouedad France Bleu, pe ICI. Pezh neus lakaet diaes kazetennerien ha selaouerien zo. Perak ar cheñchamantoù-se ? Selaouomp diouzhtu Gurvan Musset, rener ICI Breizh Izel... Emañ gant Anton Burel.
Festival "Les Etonnants voyageurs" 'ba Sant-Malou!
Echu eo festival « Les Etonnants voyageurs »… Tro 60.000 a dud zo deuet d’ar festival lennegel e Sant-Maloù. Pedet zo bet skrivagnerien hag arzourien deus ar bed a-bezh … E-mesk ar skrivagnerien vrudetañ e oa ar skrivagner ukrainad Andreï Kourkov, ar skrivagner skosad Peter May pe ar barzh breton Yvon ar Menn. Abadennoù a-bep-seurt a oa bet etre disadorn ha dec'h : prezegennoù, sonadegoù, hag e veze sinet al levrioù gant ar skrivagnerien a oa deuet niverus. Ur festival a zo bet kaset da benn a-drugarez d’an degadoù a dud a-youl vat, en o mesk Joel Martini, a gont deomp un tamm hiroc’h war istor ar festival… Emañ gant Anton Burel.
Ha da selaou 'bar c'heleier ouzhpenn:
- Nullet eo klemm Philippe Bizien ouzh daou gaztenner eus Splann!
- Harzet eo bet ar vag Madleen gant morlu Izrael
- Donald Trump en deus kaset gwarded sivil da Los Angeles hep aotre ar gouarnour
- 220 tan zo o tistrujañ koadeier Kanada
- Diskenn a ra RC Gwened d'ar Pro D2
- Badminton: Thom Gicquel en deus gounezet tournamant Super 1000 'ba Djakharta
Poltred: ICI Breizh-Izel