Radio Breizh
Embannet eo ar c'heleier gant Anton Burel
Trubulhoù ar strollad iwerzhonek Kneecap
E Belfast ez eus ur strollad rap a ra berzh forz pegement, iwerzhoneger anezhañ, ar strollad Kneecap. Koulskoude ar sizhunioù tremenet ez eus bet ur polemik bras e Breizh Veur, unan ken bras hag e vo kaset unan deus ar ganerien dirak al lez-varn evit bezañ roet meuleudiñ d'un aozadur spontour. Anavezet eo ar strollad rap evit e engouestl republikan hag e genskoazell gant pobl Balestina pezh ne blij ket d'ar stad Saoz. Tamalliñ a ra ar saozon da souten ar strollad Libanad pezh zo bet nac'het gant Kneecap. Karl a zo stajiad e Radio Breizh, kontañ a ra deomp hiroc'h war an afer-mañ
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Pardon Santez-Anna e Ploneiz
Kroget eo koulzad ar pardonioù e Breizh. Troveni Santez-Anna Wened a oa loc'het sizhunioù zo dija, e miz Meurzh. E-pad an hañv eo dreist-holl e vez enoret sent ar vro. Hag e pep lec'h e Breizh eo krog dija strolladoù tud a youl-vat da aozañ pardonioù, ouzhpenn kempenn ar chapelioù a-hed ar bloaz. E Ploneiz e vez lidet pardon Santez-Anna e miz Gouere. Sañset eo bezañ lidet d'ar 26, met rediet eo an aozerien da aozañ an darvoud un tamm abretoc'h, 'vel ma tispleg Jean Trellu, eus kevredigezh mignoned Santez-Anna.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier:
Keloù deus ar Brezel e Palestina
CGT Paotred ar porzh o deus nac'het kas pezhioù arm da Stad Israel en Okitania
Christian Tein, prezidant Talbenn an tu kleiz dizalc'hour kanak (FLNKS) anezhañ, a chomo en toull-bac'h
Devezh Harz labour a-enep adreizh ar retred
Daou gKop harper Stad Brestiz a zo en arvar da vezañ divodet