Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Nebeutoc'h a geleier e brezhoneg a vo skignet gant Ici Breizh Izel
Setu c'hoant ar renerezh atav evit gounit selaouerien ha selaouerezed nevez. Adalek penn kentañ miz Gouere e vefe reuzeudig neuze plas ar c'heleier e brezhoneg war Ici Breizh Izel ma vez lakaet e plas ar pezh a zo raktreset, padal e komzer amañ eus un dornad munutennoù pemdeziek e brezhoneg hepken. Diaes eo neuze d'ar c'hopridi kompren e vefe kollet selaouerien ha selaouerezed 'blamm d'ar c'heleier, d'ar munutennoù-se. Muioc'h a ditouroù gant Léo Rozé, dileuriad ar gopridi.
Ouzhpenn 1000 c’hoarier⸱ez melldroad ‘vo war tachennoù Dirinonn
C’hoarierezed ha c’hoarierien yaouank a deu eus ar bed a-bezh ‘vit kemer perzh ‘ba un tournamant zo bet krouet 30 vloaz zo. Kleuboù meur a gas skipailhoù paotred yaouank ‘ba rummad 11 vloaz ha skipailhoù merc’hed 13 vloaz. Ar bloaz mañ eo Internazionale Milano, FC Porto, Standard Liège, Benfica Lisboa, Fulham pe c’hoazh Glasgow Rangers a glasko gounit an titl ! Ha kleuboù bihan ivez… Mignoniaj, meskaj ha kenskoazell : sed aze lugan an tournamant zo aozet gant an AS Dirinonn. Selaouomp Olier Kerdraon, unan eus an aozerien.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Serret eo bet kreizennoù dengar ar GHF a bourvez boued d'an dud e Gaza dec'h
- Evit ar wech kentañ en ugent vloaz tremenet ez eus muioc'h a vroioù renet gant aotokrated eget a zemokratelezhioù dre ar bed
- En arvar bras emañ ar gwir d'ober harz-labour e Arc'hantina
- Setu tost 600 zo eo kroget implijidi Tesla e Swenden gant un harz-labour
- Ne vo nemet 2 TER diwar 5 e Breizh hiziv
- Goulenn a raio is-prefed Brest na vefe divodet daou strollad harperien melldroad Brest eus al luskad Ultras
- Lois Boisson a c'hoario hanter-gourfennoù Rolland Garros