Keleier ar vro d'ar Merc'her 4 a viz Mezheven 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 4 a viz Mezheven 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Kazh Du ! Setu anv ar festival arnakour a vo aozet e Brest adalek digwener ha betek disul.

Lakaet a vo ar gaoz àr demoù a zo pouezus evit ar stourmerion liberter : stourm doc’h ar faskouriezh, plas ar maouezed er stourmoù, plas ar boued er stourmoù, an ospitalioù publik hag al luskadoù sokial a ya da heul. Pep tra vo kinniget e karter Sant-Varzhin. Evit an deirved gwezh eo ‘vo aozet ar gouel Kazh Du. ‘Benn digwener noz ‘vo komañset get ur sonadeg. E klask tud a-youl vat emañ an aozerion c’hoazh. Un tamm ag istor ar festival 'zo kontet get Taran, unan ag an aozerien, da Erwan Blanchard.

Echu eo ar c’houlzad evit ar skipailh Lenn a-stroll e Roazhon.

Klozet o deus ar sezon 2024-2025 get al levr Tan ha distan skrivet get Paol ar Meur. Un digarez e oa evit al lennerezed hag al lennerion evañ ul lom ha kaout ur sell àr ar blezad a lennadennoù. Olier Ar Mogn, Aziliz Richard ha Cedric Choplin, ag ar skipailh lenn a-stroll, a oa get Anton Burel.

Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Lezenn reoliañ ar fast fashion 'zo erruet er sened.

-Goude enezenn ar Reunion eo bremañ Mayotte tapet get un epidemiezh Chikungunya.

-Sañset e vo barnet evit muntr ar poliser en doe tennet àr Nahel Merzouk.

-'Benn ar fin ne vo nemet un den a vo kondaonet e galv e afer palforsoù Mazan.

-Teir lec’hienn web pornografiezh a nac’ha lakaat e-pleustr ar redi gwiriañ an oad.