Radio Breizh
Embannet eo ar c'heleier gant Anton Burel
Ar gevredigezh Hirwazh-Ukraina o sikour pobl Ukraina
1194 devezh a vrezel kaset gant Russia ouzh Ukrena. Evit poent ‘neus bet kavet diskoulm ebet evit lakaat ur fin d’ar bec’h ‘zo ‘ba reter Europa. Kenderc’hel ‘ra tud Europa ar C’hornog da daremprediñ gant Ukreniz evit skoazell ‘nezho. ‘Ba Brest zo ur gevredigezh anvet Hirwazh-Ukren a dastum boued, louzeier ha kement tra a c’hallont kas da Ukrena. Nevez eo aet Greg Mogn asambles gant Kris Galès da Lviv zo tost eus an harzh etre Pologn hag Ukrena. Un tamm sell gantañ war e veaj dengar.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Kartenn skol 22
Kollet e vo bern postoù-labour skolaerien ha skolaerezed en Breizh 4 departamant en distro-skol da dont. O klask esperniañ arc'hant emañ Akademiezh Roazhon, o tigreskiñ an niver a eurvezhioù a vez roet d'ar skolioù ha skolajoù. Un efed 'vo a-dra sur war galite an deskadurezh evit ar vugale. Yann-Pier Diredel, skolaer ha sindikalour en FSU, 'noa roet dimp e sell war ar jeu a vo en distro-skol.
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe Ar Berr
Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier:
Keloù deus ar Brezel e Palestina
Tanioù-gwall e Kanada
Alfred Dreyfus zo bet anvet ‘giz Jeneral brigadenn
Ur podskign nevez war ar vreudeur Guillevic gant Karl