Radio Breizh
Kinniget eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard.
Tri raktres bras da sevel mengleuzioù zo 'bar vro
Marse peus klevet komz dija ag ar raktresoù mengleuz a zo kaset get an embregerezh a vro Ganada Aurania Ressources, hag he deus un is-embregerezh anvet Breizh Ressources. Emañ an embregerezh-se é klask kaouit 3 PERM, da lâret eo aotreoù evit klask mengleuzioù (Permis exclusif de recherche minière). An 3 raktres a zo Epona kostez An Oriant, Taranis e kornad Redon, ha Belenos etre departamant ar 44 ha 49. Un eil kuzuliadenn foran (consultation publique a zo disheñvel doc’h « enklask publik ») a zo digoret abaoe an 19 a viz Mae betek an 18 a viz Mezheven. Jean-Michel Sanner a zo ezel ar gevredigezh Dour ha stêrioù Breizh a lar hiroc’h deomp. Emañ get Aodren Trehin.
Lazoù-kanañ a oa bodet 'ba Roc'h-an-Argoed e fin ar sizhun dremenet
Etre diriaou ha disul e oa festival al lazoù-kaniñ e Roc’h an Argoed. Ur pemzek laz-kaniñ bennak a oa bodet. Ar publik a oa deuet niverus a-walc’h da brofitiñ ag un aergelc’h joaius da vat ! Aodren Trehin a zo aet da zizoloiñ ar gouel-mañ, etre Gwened ha Redon, lec’h ma gemere perzh Mael, Manon ha Jips.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
- Lazhadeg zo bet 'ba ur greizenn dengar 'ba Rafah
- 40 karr-nij bombezer zo bet distrujet gant lu Ukraina 'ba Russia
- Karol Nawrovki, broadelour anezhañ, zo bet dilennet prezidant Pologn
- Kelc'h an Turbal 'neus gounezet kenleurenn 'ba Kemper