Keleier ar vro d'ar Gwener 30 a viz Mae 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 30 a viz Mae 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Feulsterioù korf ha revel ‘zo bet ‘ba Lycée Itron Varia Kreisker ‘ba Kastell-Paol

C’hoarvezet int dreistholl e-kerzh ar bloavezhioù 1970-80 ‘vel ‘pezh ‘oa bet embannet gant ar media enklask enlinenn Splann. Un ambians evit spontañ ar re yaouank pe dresiñ anezho ‘vel ‘pezh ‘zo bet kontet deomp gant Ronan L’Hourre bet skolajiad ‘bar C’hreisker un hanter kant vloaz zo bennaket. Klevet komz eus ar feulsterioù ‘bar skolaj-lise kristen Kastel ‘oa ket ur souezahdenn evitañ… Selaouomp e desteni.

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.

Ar skipper Tomaz Andre zo erruet e trede plas an Transat Paprec

Ur redadeg a gouplad eo an Transat Paprec, da lavaret eo gant daou skipper war bourzh, ur paotr hag ur plac'h, war bigi Figaro 3. Treuzet en doa eñ ar meurvor Atlantel gant ur skipperez eus Sant-Bartelame anvet Cindy Brin. Loc'het e oa ar genstriverien ha kenstriverezed eus Konk-Kerne d'an 20 a viz Ebrel. E-touez ar bigi kentañ eo bet bag an daouad a-hed ar redadeg hag en em gavet e oant e Sant-Barth' goude triwec'h devezh war vor. Stok ha stok eo bet ar bigi betek penn...

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas


Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier

  • Keloù deus Palestina

  • Douaret oa bet ur gêriadenn e Bro-Suis

  • Fin an Takadoù Dileuskerezh Izel

  • Reolennoù nevez war ar butun