Radio Breizh
Kinniget eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard.
War vodernaat e ya statudoù Diwan Breizh!
Modernaat mont en-dro rouedad Diwan! Disadorn 'oa bodet izili 'zo eus Diwan 'ba Karaez evit kempenn statudoù ar gevredigezh. Ur respont 'oa d'ul lodenn eus an evezhiadennoù 'oa bet graet gant Diwan Breizh gant Kambr an C'hontoù un nebeud mizioù 'zo. Setu ar pezh en deus displeget Yves-Marie Derbré-Salaün, ezel eus Diwan Breizh, da Erwan Blanchard.
Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier
- 305 depute o deus votet a-du gant al lezenn evit reiñ ar gwir da vervel gant skoazell
- Difennet e vo emporzhiañ 'ba Bro-Iwerzhon marc'hadourezh produet 'ba trevadennoù Izrael
- Disoc'h prosez Le Scouarneg zo hudu
- Tenniz ouzh taol: GV an Henbont-Thorigné Fouillard fenoz evit gounit ur plas er Play-Offs