Keleier ar vro ar Meurzh 27 a viz Mae 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro ar Meurzh 27 a viz Mae 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget e oa bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Tost ur blez 'zo e oa bet savet ar savenn Desketa.

Ul lec’hienn digoust ha digor d’an holl re a faota dezhe deskiñ brezhoneg an hini eo. Ma eh eus nebeutoc’h eget 3 % ag ar vretoned a ouia brezhoneg, 30 % a vehe koutant gober. Klotañ a ra neuze get ur milion hanter a dud.

3000 a dud a heul kentelioù noz àr ar brezhoneg hag a-drugarez da Zesketa eo bet lieskementet an niver a deskidi betek 11 000 a dud, hag e kresk c’hoazh. Keloù mat neuze evit prezidant Ofis Publik ar Brezhoneg, Paol Molag, ha rener an Ofis, Fulup Jakez, o deus kinniget an disoc’hoù d’ar mediaoù dec’h e Roazhon. Ur pennad-kaoz get Anton Burel.

Tro-dro 2000 den a oa en em vodet e-pad an dibenn-sizhun e Gwiskri, Fouenn hag en Erge-Vras evit lakaat àr wel ha burutellañ ar « sistem Bollore ».

Abegoù e-leiz a oa evit ar strollad « Emsavadegoù ar Mervent » da aozañ an darvoud « Savomp ar gouelioù » a-enep da Vincent Bolloré. Disadorn a-hed an devezh e oa en em vodet ar stourmerien e Gwiskri rak nac'het e oa bet an aotre dezhe da aozañ un darvoud e Fouenn àr un dachenn foran. 600 dioute o doa manifestet disul da c'houde hervez an aozerien dirak uzin Bollore en Erge-Vras. Dylan a oa e-bourzh unan eus ar bigi en doa kemeret perzh er vanifestadeg àr-vor. Aterset e oa bet get Metig Jakez-Vargas.

Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Asantet eo get an Hamas ur c’hinnig harz-tennañ nevez savet get an hanterourion.

-Roet e vo disoc’h prosez Ar Skouarneg da vat 'benn àrc’hoazh.

-Eil tro an dilennadegoù prezidantel a vo e bro Pologn disul.

-Votet e vo hiriv evit al lezenn diàr ar vedisinerezh divec'hiañ hag an eutanaziezh.

-6 kevredigezh o doe manifestet e Gwened e-pad an dibenn-sizhun. Goulenn a reont ur goursez diàr an tourioù-avel àr zouar hag àr vor hag ivez àr ar parkoù panelloù heol en takadoù labour-douar.