Radio Breizh
Kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Adkrouiñ liammoù etre an dud ha dour ar stêrioù ! E-pad pevar devezh, ar sizhun dremenet, ‘oa ur strollad a dud eus bro an Aber Ac’h o kerzhout war vord stêr an Aber. Kaset ‘oa ar gerzhadeg gant izili eus ar stroll Mammennoù-dour ‘oa bet krouet tri bloaz 'zo ‘ba Lanniliz ha Plougerne. Lakaat war-wel pegen important eo an dour ‘ba buhez pep hini ac’hanomp eo pal izili ar strollad. En em gavet eo Erwan Blanchard gant Florence Kreac’hkadeg, ezelez eus Mammennoù dour, ‘ba Pont Krac’h etre Lanniliz ha Plougerne.
Tregont vloaz 'zo ‘oa bet krouet Scop Roudour. Da gentañ ‘oa staliet ar greizenn stummañ ‘ban Uhelgoad evit mont d’en em wriziennañ ‘ba Karaez. Dindan tregont vloaz eo tost 800 den ‘neunt komañset da deskiñ brezhoneg hag ul lodenn anezho ‘neunt kavet labour war-lerc’h ar stummadurioù hir a 6 miz pe 9 miz. Un tamm sell war penn-kentañ istor Roudour gant Sedrig Laur, ‘zo rener Scop Roudour.
Komzet e vo ivez eus :
- lezenn "Duplomb" war al labour-douar
- manifestadegoù enep Vincent Bollore 'ba Bro C'hlazig
- Palm Aour festival sinema Cannes
- Ur vag leun a divroidi lezet da drivañ e mor Kreizdouarel