Radio Breizh
Kinniget eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard.
Embannet eo programm GBB 2025!
Gouel Broadel ar brezhoneg a vo 'benn ar pevar, pemp ha c'hwec'h a viz Gouere e maner Kernod e Mellag, 'kichen Kemperle. Diskoachet eo bet ar programm, a vo stank mat. Muioc'h a ditouroù gant Claire Le Moing, kenurzhierez GBB. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.
20 000 plas 'ba stad nevez SB 29, an Arkea Park
Un Arkea Park evit degemer 20 000 arvester. Sevel ur sportva nevez evit kleub Stade Brestois, ‘meump bet tro da lakaat ar gaoz war ar sujed meur a wech. Daou c’hoant politikel a zo tal ouzh tal : reneveziñ Stad Francis-Le-Blé a zo erru kozh hag e-maez an normoù, pe sevel an Arkea Park ‘bar Froutven. War a seblant eo an eil raktres a yelo betek penn. Sevel ur sportva a c’hall degemer 20 000 arvester, ha n’eo ket 15 000, eo ar pezh a c’houlenn ar strollad komunourien gant Denis Le Saint, prezidant Stade Brestois. Selaouomp Taran Mareg, kuzulier kêr Brest ha komunour anezhañ. Emañ gant Erwan Blanchard.
Ha da selaou 'bar c'heleier ouzhpenn:
- Kenavo Bolloré! Manifestadegoù zo a-hed ar week-end ouzh ar miliarder
- Ur c'henwarez evit an holl 'ba Kemper!
- Lakaet eo diaes ar FIL, penaos saveteiñ ar Gouel?
- Difennet eo da skol-veur Harvard da degemer studierien estren
- Kresket e vo an taosoù war al ludu o tont eus Russia ha Bielorussia
- Prezidant Arc'hentina a fell dezhañ strisaat ar gwir d'ober harz-labour
- Kampionad Breizh Gouren 'vo 'ba Pacé a-benn disul