Keleier ar vro d'ar Yaou 22 a viz Mae 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 22 a viz Mae 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.

Penn kentañ ar sizhun ‘oa damm-serret servij an urjañsoù ‘ba ospital Gwengamp, abalamour d’un diouer a implijidi o labourat er servij. Da lâret eo ‘oa dav d’ar re glañv pellgomz, da gentañ, d’ar SAMU, e plas mont diouzhtu d’an ospital. A vloaz da vloaz e ya war digresk ar servijoù en ospital bublik ‘ba Gwengamp. Peadra da fuloriñ dilennidi ‘zo er vro, ha peadra da reiñ lañs d’ul luskad bras a geodedourien ha keodedourezed a fell dezhe derc’hel gant un ospital bublik a galite ba’r vro. Yann-Fañch Durand, ken prezidant ar bodad difenn ospital Gwengamp, a vo da glevet.

E miz Du 2024 e oa bet embannet ur gelaouenn vreton nevez anvet « Istor Breizh ». Reiñ da anavezout istor Breizh d'an dud eo pal ar gelaouenn-se, a vo embannet teir pe peder niverenn diouti bep bloaz. Muioc'h a ditouroù gant Christian Gouerou, pennkazetenner Istor Breizh, a zo skignet gant Coop Breizh.

Kaoz e vo ivez eus :

- Rave party Pluguen e 2024 dirak ar justis

- Stenn ar jeu diplomatel etre an UE hag Israel

- Kirri-samm kevredigezhioù dengar neuint gellet mont tre e Gaza