Keleier ar vro ar Merc'her 21 a viz Mae 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro ar Merc'her 21 a viz Mae 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ

Fall eo stad ar servijoù gwareziñ ar vugale.

Manifestadegoù pe tolpadegoù a oa bet ar sizhun paset e 9 c’hêr e Bro Frañs evit desachañ an evezh àr ar gudenn-se ha goulenn diskoulmoù. Aozet e oa al luskad get kolektif ar 400 000 a glota get an niver a vugale a zo kemeret e karg pe a rankehe bout kemeret e karg get an ASE, da laret eo servijoù publik gwarez ar vugale. Àr an dro e oa bet embannet ur miz ‘zo disoc’h ur c’homision enklask parlamantel àr kudennoù bras monet en dro an ASE.

Tristan Haye a zo edukatour. Labouret en deus e Mecs-où, a zo bodoù degemer evit ar vugale fiziet. Displegañ a ra petra ya a-dreuz get an ASE.

D’ar 15 a viz Mae e oa aet Ronan Al Louarn d’an anaon àr-lerc’h ur blezad a emgann taer doc’h ar c’hrign-bev.

Dalc’het en deus e vuhez pad evit e yezh, e vro hag ar c’hengred etrevroadel. Abaoe 2010 e oa rener servij ar politikerezh yezh e Rannvro Breizh. Evel bez-prezidant « Keneildedoù Kurd Breizh » en doe lakaet e pleustr an etrevroadelouriezh é skoazell emsav kurd an dieubidigezh. Etre 2010 ha 2021 en doe labouret get Lena Louarn, bez-prezidantez ar Rannvro e karg ag ar brezhoneg d’ar mare-se.

Ar pennad kaoz-mañ 'oa bet savet get Anton Burel.

Diriaou da 2e30 e vo dalc’het e oferenn e brezhoneg e iliz Sant-Stefan e Roazhon. Obidoù arall a vo e Enezenn Eusa disadorn, lec’h ma vo douaret.

Ha da glevet ivez er c'heleier

-5 plez àr-lerc’h ar Brexit, un emglev a zo bet kavet etre Bro-Saoz hag Unvaniezh Europa àr sujedoù lieseurt.

-Kastizoù nevez 'zo bet divizet doc’h Rusia get Unvaniezh Europa.

-Goulenn a ra George Simion, an emstriver trec’het, ma vehe nullet dilennadegoù prezidantel Roumania.

-Lezenn reform justis ar venored a zo bet votet da vat.

-Diskouezet eo kirriegezh an embregerezh Nestlé hag ar Stad e skandal an dour e boutailhoù.