Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Ur raktres 'zo gant ar chadenn fast-food Mac Donald d'en em staliañ e takad Kerlouis e Lanniliz.
Laouen eo ul lodenn eus ar boblañs gellout profitañ eus ur Mac Do en o c’humun. Met ul lodenn all zo savet ouzh ar raktres evel kuzulierien an tu a-enep e ti-kêr Lanniliz, en o mesk Paskal Hervio. Mont a ra ar raktres a-enep ar programm evit skoazell ar c’hêrioù bihan da ziorren ar c’hreiz kêr hag al labour evit gwellaat ar boued zo servijet ‘ba kantinenn ar skolaj…
Digwener da noz e oa bet dalc’het un nozvezh vreton e Lanvezhon e Hanternoz Roazhon
Un digarez evit brezhonegerien ar barrez da gejañ an eil re ouzh ar re all ha kaout plijadur. Gant ar gevredigezh « brezhoneg e Lanvezhon » e vez aozet abadennoù ha dudioù evit ober gant ar brezhoneg, pe c'hoazh kaozeal deus stad ar brezhoneg er barrez...
Ha da glevet ivez :
- 150 000 hektar koadeier o deus devet e Arc'hantina abaoe penn kentañ ar bloaz
- Pemp kamion boued a zo deuet-tre e bandenn Gaza dec'h
- Votet en deus ar sened ur c'hinnig lezenn evit adlañsañ chanter an hent-tizh A69
- Savet e vo un toull-bac'h surentez uhel nevez e Guyana
- Krog eo ar pennoù embregerezh pinvidik-mor da lakaat o c'hrabanoù war ar festivalioù hag ar salioù sonerezh e Frañs.