Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier-mañ gant Anton Burel
2000 a dud o deus manifestet evit ar Brezhoneg ha sevenadur Breizh
Ouzhpenn daou vil a dud a oa bet o vanifestiñ ‘ba Roazhon disadorn, da souten bed ar sevenadur hag ar brezhoneg, ‘zo lakaet diaes gant ar bolitikerezh vroadel ‘zo o tigreskiñ ar budjedoù war kement dachenn ‘zo. Etre 1500 den hervez ar polis hag ouzhpenn 2000 hervez an aozerien, ne oa ket kalz da geñver ar pezh ‘vije gortozet gant kalzig a dud er vanifestadeg hag an arvar lec’h m’emañ bed ar brezhoneg hag ar sevenadur. Lod a zisplege ar sifr bihan-se gant ar fed ma oa bet aozet an darvoud war ar poent diwezhañ. Met, memestra, oa deuet kalzig a dud yaouank, peadra da blantañ nerzh el luskad.
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe Ar Berr
Emvod etre tud ar Redadeg, okitaniz hag euskariz
A-raok ar vanifestadeg, en Roazhon, ‘oa bet dalc’het un emvod dreistordinal e ti Skol an Emsav. Deuet ‘oa Euskariz hag Okitaniz da doullañ kaoz gant izili ar Redadeg. Setu ar pal : mont pelloc’h gant ar c’henlabour en amzer dazont. Hiroc’h lâret gant Azenor Kallag, ‘zo e-touez ar genbrezidantez ha kenprezidantezed ar Redadeg.
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe Ar Berr
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Keloù deus ar brezel e Palestina
- Dilennadegoù prezidant e Romania
- Bruno Retailleau : Prezidant nevez strollad ar Republikaned
- Tolpadegoù aozet gant ar chaseourien dirak an tiez-kêr
- Disoc'hoù krogadoù melldroad an dibenn-sizhun