Radio Breizh
Kinniget eo ar c'heleier gant Aodren Trehin.
Kleub basket Meot Kemper a vo e Pro B en dro a-drugarez d’o zrec’h àr Lyon disadorn tremenet.
Àr un dro en doe kollet skipailh an Havr nevez ag e du. Dre se eo en em gavet ar Meot e plas kentañ ar renkadur a gas àr eeun da gampionad Pro B, ar c’hampionad eil rummad e Bro-C’hall. Kontet en deus deomp Keven ar Fur, harper anezhañ ha prezidant BK family, un tamm a koulzad 2024-2025. Emañ get Erwan Blanchard.
Arc’hoazh ‘vo komañset get prantad ar plays-off. Ar skipailh a c’hounezay ar Play-Offs a grapay e Pro B él Meot Kemper hag ouzhpenn e vo Kampion Bro-C’hall National 1. C’hoari a ray ar Vretoned o match kard final Play-Offs àrc’hoazh doc’h Les Sables-Vendée.
Ur mizvezh a festival da lakaat war well ar sevenadurioù LBGT: setu ar C'hweer Brest fest, a grogay warc'hoazh e Brest.
A-bep-seurt abadennoù a vo kinniget d'an dud: filmoù, atalieroù, sonerezh, c'hoariva pe c'hoazh podkastoù. 8 kevredigezh a aoz an darvoud-mañ. Hag en o zouez, « Au feu à droite », ul lec'h hag a zegemer diskouezadegoù arzourion ag ar vro.
Aziliz Peaudecerf a zo ezel ag ar gevredigezh-mañ. Kinnig a ra ar Pride, pe kerzhadeg al lorc'h, a vo dalc'het d'ar Sadorn 15 a viz Even. Aterset e oe bet get Pauline Daniel a Arvorig FM.
Ha da glevet ivez er c'heleier:
-Ur c’hwitadenn eo bet dec’h ar gejadenn e Istambul e Turkia etre Rusia hag Ukraina evit kaouit un emglev.
-Albania ‘zo àr an hent da vout degemeret e Unvaniezh Europa da c’houde dilennadeg ar c’hentañ ministr a oa bet dimeurzh.
-Kablus eo komision Europa ag ur diouer a dreuzwellusted hervez lezvarn Unvaniezh Europa.
-Ur vanifestadeg a oa dec’h e Roazhon hag e 7 kêr e Bro C’hall evit diskuliañ ar vank a moiantoù roet da servijoù ar stad da wareziñ ar vugale, an ASE.
-Daou dolpadeg a vo ar sizhun é tonet e Gwened e liamm get prosez Ar Skouarneg
-Aet eo Ronan al Louarn d’an anaon dec’h.