Radio Breizh
Kinniget eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard.
Dornskrid Lokmaria, ul levr eus ar grennamzer da welet 'ba Kemper!
Ul levr dibar a vo diskouezet e Kemper digwener ha disadorn er vediaoueg Alain Gerard e kreiz-kêr. Un dornskrid eus ar Grennamzer, e latin, anvet « Dornskrid Lokmaria », eus an 11vet kantved eo. Ral-tre an dornskridoù breizhat eus ar Grennamzer Uhel. Ne vefe nemet 224 levr a seurt ha pemp dioute hepken a zo miret e Breizh. A-bouez e oa neuze d'an istorourien prenañ al levr-mañ pa oa bet lakaet e gwerzh gant Christie’s warlene. Prenet eo bet ouzhpenn 300 000€ diwar intrudu enklaskerien an UBO hag ar CRBC digant un dastumer prevez norvegian. Ronan Debel a zo mediaouegour e Kemper, labourat a ra e departamant ar glad. Kinnig a ra deomp al levr ral-mañ. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.
Kit da dremen un nozvezh 'bar mirdioù!
Gweladenniñ mirdioù digoust hag en un doare digustum, setu ar pezh a vez kinniget get nozvezh european ar mirdioù a vo disadorn. A c’houde 21 vlez e vez ag an darvoud-se tro-dro d’an 18 a viz Mae. Mikael Le Bihannic a zo kargad kehentiñ ar C’huatro e Baod, e lec’h m’emañ mirdi ar c'hartennoù post. Un tañva ag an nozvezh ispisial-se a vo roet deomp getoñ. Emañ gant Aodren Trehin.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
- Iskis 'ba Roazhon: taget eo ar greizenn LGBTQIA+
- Gant un enkadenn emañ CROUS Breizh
- Un emgav tabutal a vo etre Ukraina ha Russia 'ba Istanbul hudu
- Nullet eo ar c'hastizoù ouzh Siria gant USA
- Bayrou hag afer Betharam: klasket 'neus ar ministr en em zifenn
- War Raok Gwengamp ne bigno ket e rummad 1tañ ar