Keleier ar vro d'ar Merc'her 14 a viz Mae 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 14 a viz Mae 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.

Ul luskad sokial broadel a oa bet ar sizhun dremenet gant labourerien ha labourerezed ar Spip.

Ober a ra ar servij-se war-dro an dud kondaonet pe a zo o c’hortoz bezañ kondaonet. Kefridioù ledan a zo dezhañ : lakaat an dud kastizet da zoujañ ouzh ar redioù savet gant ar varnerien, prientiñ ar moned er maez ar brizonidi, pe c’hoazh dizarbenn an adfelladenn.

Metig Raynaudon-Kerzhero a labour er Spip e toull-bac’h Plañvour, e-kichen an Oriant. Ezel eo eus ar CGT Spip. Aodren Trehin a zo bet d’he atersiñ a-benn gouzout hiroc'h war al luskad sokial oa bet ar sizhun paset.

Gouel Kembre-Breizh ‘oa aozet ‘ba Aberystwyth ha ‘ba Macynlleth ‘ba kreiz Bro-Gembre ar sizhun dremenet !

Aozet e oa ar festival gant harp ar gevredigezh Kembre-Breizh ha daou den yaouank mennet mat da sevel an darvoud se abaoe warlene : Felix Parker-Price ha Gwenole Korneg. Dre ar sonerezh, ar boued, an dañsoù pe c’hoazh ar filmoù ‘oa roet da dud Aberystwyth an tu d’en em soubañ ‘ba sevenadur Breizh. War blas ‘oa Erwan Blanchard asambles gant an daou aozer… Evito ‘oa poent adlansañ an eskemmoù. Selaouomp Felix da gentañ.

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Strishaet e vo ar reolennoù evit an divroidi er Rouantelezh-Unanet

- Postañ arc'hant evit desach skiantourien.ezed estren : Feuket eo bet ar sindikadoù gant pilpouzerezh embannadenn Macron

- Kondaonet eo bet Gerard Depardieu da 18 miz toull-bac'h gant goursez

- Klevet e oa bet Thierry Bonvalot, psikiatr e ospital Kemperle, e-pad prosez an afer Skouarneg dec'h

- Klask a raio klub War-raok Gwengamp pignat e Lig 1