Keleier ar vro d'al Lun 12 a viz Mae 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 12 a viz Mae 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier-mañ gant Anton Burel

Baleadenn kanet e Douarnenez

Emañ an hañv o tostaat ha marteze ho poa dibabet mont da vale evit profitañ eus hentoù ar vro. E Douarnenez e kinnige ar c'haner Jean-Mai Havart un doare digustum da zizoleiñ kêr ar pennoù sardin : ur valeadenn kanet. Un digarez da anavezout gwelloc'h an istor lec'hel dre ar c'hanaouennoù ; e galleg hag e brezhoneg...kontañ a ra deomp penaos e oa deuet ar mennozh-se dezhañ.

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

Festival Chez Monique e Lokmelar

Digwener ha disadorn e oa bet dalc'het ar festival Chez Monique e Lokmelar. Ur gouel benelour ha queer e Menez Are, digor d'an holl. An eil gwech eo e veze dalc'het ar gouel-se, goude Berrien warlene. Tem ar bloaz-mañ a oa ar gerioù hag ur plas brav a oa bet graet d'ar skrivagnerezed ha skrivagnerien queer, met ivez d'ar slam da skouer pe d'al lennadennoù c'hoariet. Posupl e oa ivez kemer perzh e atalieroù skritur ha gwelet arvestroù e leiz, evit ma tispleg ur festivalourez...

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

Ha da glevout ivez er c'heleier :

  • War hent un harz-tennañ en Ukraina ?

  • Keloù deus ar Brezel e Palestina

  • Lidoù evit dieubidigezh Sankenn an Oriant

  • Manifestadeg e Roazhon e koun Aboubakar Cissé hag a-enep an islamofobiezh

  • Festival Breizh digor ha kengred e Sant-Brieg

  • Disoc'hoù ar c'hrogadoù Melldroad