Keleier ar vro d'ar Merc'her 7 a viz Mae 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 7 a viz Mae 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier-mañ gant Anton Burel

Harz-labour ar vedisined a-enep al lezenn Garot : Respond un dilennad

Harz-labour a oa bet garet gant ar vezeien ar sizhun dremenet ha manifestet o doa ar vedisined yaouank. Goulenn a raent na vefe nullet ar raktres lezenn Garot, bet kinniget gant ur c'hannad eus ar PS. Fellout a ra d'an dilennad stourm a-enep an dezerzhoù mezegel. Ma vez votet al lezenn-se ne c'hellfe ket ar vezeien en em staliañ e lec'h ma fell dezhe, berzhet e vefe dezhe labourat er c'hêrioù e lec'h ma kever ar muiañ a vezeien da skouer, estreget evit erlec'hiañ unan az afe war e leve. Ouzhpenn 1500 dilennadez ha dilennad lec'hel, kalz bretoned e o zouez, o deus embannet ul lizher a-stroll disul er gazetenn « La Tribune du dimanche » evit souten al lezenn Garot. Evel Gurvan Kerloc'h, maer Gwaien.

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

Ha da glevet ivez er c'heleier :

  • Kregiñ a ra ar c'honklav evit dilenn ar Pab nevez hiziv

  • Lidoù an 8 a viz Mae, 80 vloaz goude an trec'h ouzh Alamagn nazi

  • Un oberadenn israelian nevez e Gaza ha fin ar c'hevraouiñ etre strolladoù broadelour Palestina hag Israel

  • Friedrich Merz, pennvaodiern nevez Gaournamant Alamagn

  • Urgence Palestine ha La Jeune Garde, strollad ar c'hannad Raphael Arnault a zo en arvar da vezañ divodet gant ar gouarnamant

  • Trenioù Herrek Rannvroel ouzhpenn a vo e kreisteiz ar vro

  • Mont a ra war zigresk ar bezhin glas e Bro-Dreger

  • Goulenn a ra groñs Nathalie Appéré Maerez Roazhon poliserien ouzhpenn evit enebiñ ouzh an trafikerien dramm

  • Kregiñ a ra fenoz ar festival Rock and Solex e kampus Kêrgaer e Roazhon