Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Emañ an ACB44 en arvar
Goude bezañ bet kollet e yalc’had a 4000€ digant broioù al Liger warlene, diabeg, zo riskl bras e kollfe e yalc’had digant departamant Liger-Atlantel, 14 000€ en taol-mañ. Peadra da lakaat an daou bost labour en arvar bras. Alixia Thuau, kargadez a gehentiñ eno, a lâr hiroc’h deomp.
Nevezenti ‘zo e bed al lennegezh
Emañ ti Al Liamm o paouez embann Mab Rozkelenn, ul levr skrivet get Mael Graignic. E romant kentañ e brezhoneg eo. Kinniget en doa e levr diriaou paset e Bubri er stal Liammzer. Maksim Crahé eus Radio bro Gwened a oa war al lec'h...
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Raktresiñ a ra Israel trevadenniñ bandenn Gaza
- Uhel eo bet ar votoù evit an tu dehoù pellañ e e bro Saoz en dilennadegoù lec'hel
- Votet zo bet ur goursez betek 2075 e Kaledonia Nevez evit gwareziñ ar mor hag ar c'hourailhoù
- Miliadoù a dud a zo dilezet gant ar surentez sokial e Liger Atlantel hag e Vendée
- Nullet eo bet goulenn ar gevredigezh Breizh Unvan gant ar c'huzul-stad dimerc'her tremenet