Radio Breizh
Disadorn e oa aozet un tolpadeg a-enep an divroañ get Strollad Broadel Breizh, ar PNB, ur strollad nevez-nazi en deus kenlabouret get an alamaned e-pad an eil brezel bed.
Nav den ag ar strollad-mañ a oa àr marc’had Pondi. Christine Le Strat maerez Pondi he doe klasket paraat an tolpadeg met aotreet e oa bet a-benn ar fin get lez-varn melestradurel Roazhon. Ur vanifestadeg a oa aozet neuze get strolladoù enepfaskour. Tro-dro kant den ag an tu kleiz hag an tu kleiz pellañ o doa dibunet e straedoù Pondi a-enep ar PNB hag an tu-dehoù pellañ. En o mesk Merwin. Goulennataet e oa bet get Anton Burel.
Plantañ brezhoneg er gêr, setu pal ar staj « Brezhoneg er familhoù » aozet get KEAV « Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion » a oa bet dalc’het etre digwener da noz ha disul.
Bep blez e vez aozet daou staj a-bada un dibenn sizhun. Obererezhioù a bep seurt a vez graet, c’hoari taol, sportoù, fardañ krampouezh asambl, ur fest-boom-noz get ar vugale, met ivez atalieroù a bep seurt. Evit ar wezh kentañ e oa bet aozet ar staj e Bro Naoned. Degemeret eo bet KEAV get Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan hag en deus graet berzh : teir familh ha tregont a oa deuet, da laret eo seizh den ha tri ugent.
Stefan Geoffroy, prezidant Yezhoù ha sevenadur, ha Faned Pessel Labbay a oa bet goulennataet get Anton Burel.
Tro ho po da selaou ar pennadoù kaoz en a bezh ‘sambles gant reoù perzhidi arall ar staj e abadenn Tarzh an deiz. Un dibenn-sizhun Brezhoneg er familhoù a vo aozet en diskar amzer e Brazparzh. Ma faota deoc’h kemer perzh er staj hañv eo digor an enskrivadurioù.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
-Trec’h eo an tu dehoù pellañ da dro kentañ an dilennadegoù evit bout e penn Roumania.
-Perak pas gober ur referendum àr ar budjed ? Setu menoz souezhus François Bayrou.
-Ur brezegenn vras a zo aozet hiriv e Marsilha evit sevel strategiezh argantaouiñ Bro Frañs àr an transportoù àr an hir dermen.
-Ur fuzulhadeg a zo bet c’hoazh e-pad an dibenn sizhun e karter Keryann, pe Villejean e Roazhon.