Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Manifestadeg Deiz 1añ aviz Mae e Kastell-Briant
Dec’h e oa devezh stourm etrevroadel al labourerien hag al labourerezed. Milionoù a dud neun manifestet er bed a-bezh. E Breizh 18000 a dud o deus dibunet e 28 a vanifestadegoù : 4000 den o doa manifestet e Roazhon, 2500 e Brest, 5000 en Naoned lec’h ma oa bet lakaet manifesterien zo war evezh ar polis, 300 a dud a oa e Kemper, 150 manifester oa bet e Pont ‘n Abad ha kement-mañ e Kastell-Briant. Du-se justamant e oa bev buhezek ar vanifestadeg a oa echuet war Reper ar c’hastell gant ur sonadeg, ur stand galetez-silzig, tavarn ar CGT hag ur c’hoñkour paledoù. Jonathan Guillaume a zo ur stourmer a Gastell-Briant, embann a ra e soñjoù deomp war ar vanifestadeg a zo bet
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Lidoù e koun 100 vloaz dilennadenn ar stourmerez Jozefin Pennkaled, komunourez anezhi
« Elle a osé Joséphine » setu anv an darvoud aozet gant ar strollad « Pemp real a vo » e Douarnenez a ginnige ar sizhun-mañ ha betek warc'hoaz abadennoù a-bep seurt evit lidañ dilennadenn Joséphine Pencalet e kuzul kêr Douarnenez, 100 vloaz ‘zo.
N'ho doa ket ar gwir ar maouezed votiñ d’ar mare-se, e 1925, na da vezañ dilennet, met ar strollad komunour en doa kinniget maouezed memestra war al listennoù. Intanvez e oa Josephine Pencalet da heul ar brezel bet kentañ ha mont a reas da labourat da di Chancerelle evit gellout ober war dro he zaou bugel.
Hiroc’h da glevet gant ar sevenourez Anne Gouerou he deus savet un teulfilm diwar he fenn, ur vaouez he doa merket he c'houlzad.
Ur pennad-kaoz gant Marianne Viaidie deus Radio Kerne
Ha da glevet ivez er c'heleier :
Erruet eo ar Maodiern Manuel Valls e Kanaky evit klask kaout un emglev gant an dizalc'hourien
Difennet e vo manifestiñ e Pondi warc'hoazh da vare un darvoud a vo aozet gant nevez-nazied ar Strollad Broadel Breizh deus un tu, hag ar vanifestadeg enepfaskour deus an tu all.
Keloù deus ar c'hrogadoù Mell-droad a zo bet dec'h hag a vo an dibenn sizhun-mañ
Disoc'hoù Open Tennis Sant-Maloù