Keleier ar vro d'ar Merc'her 30 a viz Ebrel da 5e30

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 30 a viz Ebrel da 5e30

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas

Arc'hant lous ar C'hredit Agricole

Ar Crédit Agricole a zo unan deus bankoù brudetañ ar vro. Met kavet e vez roud outi er bed a-bezh. Ar media enklask Disclose neus embannet ur pennad nevez o tiskoachañ e vez ar C'hredit Agricole o postañ arc'hant en energiezhioù fosil evel industriezh kolombian an eoul-maen. Kiriek eo an industriezh-se deus saotradur spontus 'ba stêrioù ha koadoù Kolombia … Anton Burel.

Un diskouezadeg eus lec'hskeudennoù Thersiquel

Er porzh mirdi e Douarnenez er c'heller gwelet an diskouezadeg-se. Ouzh ar mogerioù, ouzhpenn 60 luc’hskeudenn bet graet gant Thersiquel war inizi hor bro. Enezourien, loened, labourerien, festoù, mousc’hoarzhoù e-leizh…Breizh an Inizi evel ma oant c’hoazh e deroù ar bloavezhioù 80 a zo da welet. Pierre Gestin, hanterour evit Mirdi Douarnenez, a ginnig deomp an diskouezadeg-se anvet « A Terre en Mer ».

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Digresket eo PIB ar Stadoù-Unanet en trimiziad kentañ

- Mab rener bras ar polis gall a zo ezel eus ur strollad neo-faskour e Naoned

- C'hoarioù arc'hant Franck Chevrel, eus ar strollad Reconquête e Breizh

- Ur vodadeg a-enep Florian Philippot a vo e Kemper fenoz

- Un tiegezh diwar pemp e Breizh a vefe bresk da geñver an energiezh

- Harz-labour a oa bet graet dec'h gant gopridi Ehpadoù ospital Kemper ha Konk-Kerne