Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ
Un harz-labour a zo graet get ar vedisinourion hag ar vedisinourezed hollek. Un harz-labour didermen a oa kroget dilun.
Heuliet-tre eo al luskad get medisinourion SOS Medecins. Serret e oa hiriv kabinedoù Kemper, Brest, Roazhon pe c'hoazh Gwened. Heuliet mat eo ivez get an diabarzhidi, ar studierien ha studierezed àr ar vedisinourezh a laboura dija. N'eo ket bet embannet c'hoazh pegen heuliet eo bet al luskad hiziv get ar vedisinourion liberal. Manifestiñ a raent dec’h d’enderv e Roazhon.
Sevel a reont a-enep d'ur raktres lezenn a venna stourm a-enep an dezerzhioù yec’hed. Goulenn a reont ne vehe ket reoliet staliadur ar vedisinourion ha ne vehent ket rediet naket da vonet da labourat e kabinedoù arall a bep eil. Muioc'h a zisplegadennoù get Gaelle Pedron, medisinourez hollek e Rostren. Gaelle Pedron a oa bet aterset get Metig Jakez-Vargas. E 2021 ne oa medisinour erbet en hanter a kumunioù Breizh.
Un diskouezadeg luc'hskeudennoù a Michel Thersiquel a zo da weladenniñ er mare-mañ er porzh mirdi e Douarnenez.
Doc’h ar mogerioù, ouzhpenn 60 luc’hskeudenn bet graet get Thersiquel àr Inizi hor bro. Enezourion, loened, labourerezed ha labourerion, festoù, minc’hoarzhoù e-leizh… Breizh an Inizi él e oant c’hoazh e deroù ar blezadoù 80 a zo da welet. Pierre Gestin, hanterour evit Mirdi Douarnenez, a ginnig deomp an diskouezadeg-se anvet « A Terre en Mer ». Emañ doc’h mikro Laetitia Fitamant a Radio Kerne. An diskouezadeg a zo staliet e mirdi Douarnenez betek miz Du 2026.
Ha da glevet er c'heleier:
-Un harz-tennañ a vo lakaet e pleustr get ar Rusianed etre an 8 hag an 10 a viz Mae eme Vladimir Poutine dilun.
-Kempennet eo an troc’h tredan bras-tre a oa bet e Bro Spagn ha Bro Portugal.
-Daoust-hag e vo difennet ar rouedadoù sokial da vat d’ar grennarded edan 15 vlez ?
-Gouarnamant Bro-Frañs a zo é soñjal tremen hebiou palioù Europa àr stad ar redoù-dour.
-Monet a ra àr-raok an enklask diàr an tagadennoù doc’h an toulloù-bac’h.
-Ur steuñv diàr an energiezh a vo tabutet er vodadeg broadel.