Keleier ar vro d'ar Meurzh 29 a viz Ebrel 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 29 a viz Ebrel 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Anton Burel

Chadennaet e oa bet Ti Ajañs Rannvroel ar Yec'hed e Sant-Brieg gant Difennerien Ospital Gwengamp


Ur 100 a dud a oa bodet dirak ti Ajañs Rannvroel ar Yec’hed disadorn. Deuet e oant evit enebiñ ouzh diviz an Ajañs serriñ ti-gwilioudi Ospital Gwengamp. 500 bugel a veze ganet bep bloaz e Gwengamp met fell a ra d’an ARS serriñ an ti gwilioudi memestra. Dec'h en doa embannet an ARY ne vo ket digor an ti-gwilioudiñ e-pad 6 miz ouzhpenn padal eo serret abaoe daou vloaz dija. Kenderc’hel a ra ar stourm evit an dregeriz hag ar santbriegiz a oa deuet en o mesk Gael Roblin kuzulier-kêr Gwengamp a oa du hont.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Un trede galv raktresoù tro-dro d'an treuzkemm ekologel zo bet lañset gant Douarnenez Kumuniezh

Lañset he deus Douarnenez Kumuniezh un trede galv raktresoù tro-dro d'an treuzkemm ekologel. Betek an 11 a viz Mae e c'hell ar c'hevredigezhioù klask kaout ur skoazell, etre 500€ ha 2000€, evit kas o raktres da benn. Gellout a ra ar raktresoù-se bezañ e liamm gant an energiezh, al lojeiz, al labour-douar, an douristelezh ha kalz temoù all c'hoazh. Muioc'h a zisplegadennoù gant Katell Chantreau, dilennadez e Douarnenez kumuniezh, a ro un nebeud skouerioù deomp eus ar pezh a c'hell bezañ graet.

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas


Ha da glevet ivez er c'heleier :

  • D'ar 7 a viz Mae e grogo ar c'honklav evit dilenn ar pab nevez

  • Emvod al Lez-varn Etrevroadel war bloc'had Gaza gant Stad Israel

  • Un harz-tennañ e Ukraina etre an 8 hag an 10 a viz Mae 2025

  • Harzet eo bet muntrer Moskeen Khadidja e La Grand-Come en Okitania

  • Ar c'harr-tan C5 Aircross a vo produet e La Janais e Karnod