Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
War fallaat ez a yec’hed spered ar vugale hag ar grennarded e Frañs...
Hervez an FHF, Kevredad an ospitalioù gall, e oa bet ur c’hresk a 32 % a chomadennoù er servijoù pedopsikiatriezh en ospitalioù e Frañs e-keñver ar sifroù a oa gortozet e 2024. Displegadennoù a zo kinniget gant Anais Hériquet, klañvdiourez-psi a labour en Oriant hag e Logunec’h.
Un trede manifestadeg a oa disadorn er Chapel-Nevez, kostez Baod, a-enep ur raktres metanizer.
Kenaozet e oa gant ar gevredigezh Transparence Chapelle Neuve 56, ar c'honfederasion paysanne ha kevredigezhioù all evel dour ha stêrioù Breizh. Gaetan Duval ezel ar gevredigezh a gont hiroc'h deomp diwar-benn ar stourm-se.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- 400 000 a dud a oa en em vodet e straedoù Roma evit obidoù ar pab disadorn
- Sioulaet eo an darempredoù etre Zelensky ha Trump
- Un darzhadenn spontus zo bet e porzh Chahid Rajaï e Su bro Iran disadorn
- Dilennadegoù kannaded a vo hiziv e Kanada
- Fall e vo kalite an aer e hanternoz Breizh hiziv
- Ur gerig war ar sportoù