Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier hiziv gant Metig Jakez-Vargas
Dimeurzh ha dimerc'her e oa barnet an armatour Genavir ha daou implijad kozh eus an embregerezh e lez-varn Brest
Ur c'homandant hag ur penn-mekanisian a oa tamallet a fedoù harellerezh spered ha seksel ha tagadennoù seksel. An implijer a oa barnet evit bezañ bet re laosk da geñver diarbenn an harellerezh hag an tagadennoù-se met ivez evit droukzifoc'hioù e liamm gant ar jener. Goustadikoc'h e pigne ar martolodezed er hierarkiezh eget ar vartoloded.
Kalz a dud a oa deuet da heuliañ an dalc'h evit souten ar reuziadezed ha kazi leun e oa ar sal. Ar wech kentañ e oa evit meur a hini da heuliañ ur prosez ha dizoloiñ penaos e tremen ur varnadenn, evel Enora Jegou, mezegez.
Ha da glevet ivez :
- Stegnet eo an darempredoù etre India ha Pakistan
- Sinet en deus Donald Trump un dekred a aotre ar mengleuzerezh e foñs ar mor en dourioù etrevroadel
- Prest e vefe Moskou da sinañ un harz-tennañ e Ukraina
- Emañ an embregerezh Arcelor Mittal o vont da skarzhañ 600 goprad ha gopradez e Frañs
- Lazhet zo bet ul liseadez en Naoned dec'h en ul lise kristen
- Badezet eo bet an Tara Polar Station dec'h en Oriant
- Ur raktres surentez sokial ar boued a c'hellfe bezañ lakaet e plas e Montroulez