Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
'Benn disadorn eo àr don sonerezh bagadoù e krennay kêr Vrest da geñver Amzer-nevez ar sonerion. 400 sonerez ha soner, dañser ha dañserez a ray da glevet ha da welet un tamm a sevenadur Breizh evit ar 27vet gwezh. Get SKED, ti ar vro Brest, ha Kerlenn Brest eo aozet an darvoud. Hiroc’h a vo laret get Sarah Lesné a Kerlenn Brest a zo doc’h mikro Maelys Poublanc a Arvorig FM.
Brest a zo e Champion’s League c’hoazh ! Hag ur chañs en deus kleub Brest monet da hanter dro diwezhañ ar genstrivadeg European.‘Benn disul e vo merc’hed ar BBH, él rezon, e reter Bro-C’hall evit c’hoari doc’h Metz da geñver eil krogad kard. Ur sapre klaoustre doc’h unan a skipailhoù gwellañ Europa. Da 2 eur e sal Les Arènes e Metz e vo dalc’het ar match etre ar BBH ha Metz Handball. Selaouomp Tangi Tomin a zo harper skipailh ar BBH. Emañ get Erwan Blanchard.
Ha da glevet ivez er c'heleier:
-Brezel Ukraina
-Monet a ra àr-raok an enklask àr ar fuzulhadeg a zo bet e Roazhon get trafikerion drammoù.
-Merc’h François Bayrou he deus disklêriet e oa bet hi ivez reuziadez feulsterioù e Betharram.
-Da heul afer Betharram eo bet lañset get Elisabeth Borne goulennaouegoù evit ar skolidi a-benn gouiet m’o deus gouzañvet feulsterioù.
-Izili ar gouarnamant a zo bet dec'h e Isère da c’houde tagadennoù en toull-bac’h a zo bet ur wezh ouzhpenn.