Radio Breizh
Kinniget eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard.
Aet eo Pab Fransez da Anaon!
Dilun e oa aet an hini 'oa bet dilennet Pab e 2013 e plas Benead ar 16. Ma oa a orin eus Italia e dud, e oa ganet Jorge Mario Bergoglio ‘ba Buenos-Aires ‘ba Arjentina. Ar pab kentañ ha oa ne oa ket ganet ‘ba Europa abaoe ur pennad mat a amzer. D’an oad a 88 vloaz eo marvet ar Pab Fransez ‘ba Roma d’al Lun Fask diwar un AVC. Klañv ha bresk e oa abaoe un tamm amzer dija. Chom a raio Jorge Mario Bergoglio evel ur pab e oa tost eus ar re baour hag eus ar re vunut… Selaouomp Kaou Sanson zo beleg anezhañ ha kelenner ‘ba kloerdi Roazhon.
Implijoù skoazellet gant ar Stad: un digresk a vo a lako start Diwan
Diaesterioù bras a zo get ar rouedad Diwan er mare-mañ. Digresket e vo ar c’hevradoù sikouret get ar stad, neoazh e bermeta d’ar skolioù dre soubidigezh implij an atsemed, ar gasourion, tud ar c’hempen hag arall. Aodren Trehin he deus goulennataet Yves-Marie Derbré-Salaun, teñzorour ar rouedad Diwan.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
- Prosez Genavir: harellerezh spered ha seksel zo bet 'ba bagoù an IFREMER
- 30 dilennad gall zo bet nac'het dezho gellout mont war dachenn Izrael
- Brezel 'ba Ukraina: un emvod 'zo 'ba Londrez hudu etre USA, Rouantelezh-Unaned, Frañs hag Ukraina
- Parlamant Europa a c'houlenn ma vo paeet 3,5 milion a euroioù gant an RN
- An "H" Naoned a vo ouzh Sporting Lisboa fenoz da geñver krogad kentañ kard final Champion's League