Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ
Kampionad Europa Gouren ha Back-Hold a oa dalc'het e-pad an dibenn-sizhun-mañ.
E Lokournan, kostez Brest, eo muioc'h evit kant gourener ha gourenerez a oa bodet evit klask gounit ar Graal. Deuet e oa an holl dud yaouank-se a Vro Skos, a Cumbria e Bro-Saoz, a Leon e Bro Spagn, a Aostria, a Island hag a Vreizh. Krouet e oa bet kampionad Europa Gouren ha back-hold er blezadoù 80. Ur c'hampionad en deus roet ton d'ar gourenoù keltiek. Selaouomp André Lagadeg, a skol gouren Pleiber-Krist, en deus anavezet mat ar prantad-se. Emañ get Erwan Blanchard.
Ur sapre kampionad eo an hani a zo bet e Lokournan ! Erwan Blanchard a ginniga ur reportaj arall diàrnon. Goude bout bet klevet an aozourion e vo klevet ar sportourion.
Get skipailh Breizh eo bet gounezet an titloù European dre skipailh, pe 'vehe paotred ha merc'hed senior hag espoir.
Hag e-tal 2000 a dud, a-hed an dibenn-sizhun e Lokournan, eo un toullad titloù hiniennel a oa bet gounezet. Selaouomp ar reportaj kaset get Erwan Blanchard. A-benn fin miz Mae, d'ar 24 ha d'ar 25, e kumun Pacé chouk da Roazhon, e vo aozet Kampionad Breizh gouren ar re yaouank hag an dud deuet.
Ha da glevet ivez er c'heleier:
-Manifestadegoù a-enep Trump hag e gouarnamant a zo bet en-dro er Stadoù-Unanet disadorn.
-Marv eo ar pab François da lun Vask.
-E prosez ar Skouarneg e vo lakaet ar gaoz àr kablusted an ensavadurioù ar sizhun-mañ.
-Bayrou a ya da lansiñ ur preder àr an dilennadegoù mod kenfeurel evit an dilennadegoù kannaded.
-Marine Tondelier a zo bet ad-dilennet e penn strollad politikel an Ekologourion.