Keleier ar vro d'ar Gwener 18 a viz Ebrel 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 18 a viz Ebrel 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin

Bigi hybrid zo kaset àr vor get ar paramantour a Vreizh, Brittany Ferries.

Aodi miz Genver eo ar vag Sant-Malou a ya a Sant-Malou da Borsmouth e Bro-Saoz. Un eil hani a zo prest da dreuziñ mor Breizh bemdez, ur vag anvet Guillaume de Normandie a gasay ar veajourion da vonet a Ouistreham da Borsmouth ivez. A-benn digwener e yay ar ferry-se etrezeg Bro-Saoz, ez ofisiel, evit ar wezh kentañ. Petra eo ur vag hybrid ? Monet a ra get GNL, gaz dourek, ha get tredan. E Sina eo bet savet an div vag hybrid. A- dro 150 milion a euroioù en deus koustet pep hani anezhe d’ar Brittany Ferries.

Pierre Bihan-Poudeg, bez-prezidant Brittany Ferries, en neus kontet da Erwan Blanchard emañ ar stal a Rosko é neveziñ he flodad bagoù.

Chom a ra c’hoazh ur blezad a-raok an dilennadegoù ti-kêr.

Met emañ dija rann Bro An Oriant Unvaniezh demokratel Breizh, an UDB prest get ur programm. Ar programm-se a zo savet en ur feson un tammig digustumm. Savet eo bet a-raok ur programm evit Bro an Oriant, hag àr-lerc’h e vo graet evit ar c’humunioù. Bro An Oriant a strolla Tolpad kêrioù An Oriant mui Blavet bellevue Ocean (CCBBO) a zo ur strollegezh kumioù tu ‘rall morlenn an Oriant. Un 60 den bennak e rann lec’hel ar strollad politikel o deus kemeret perzh da sevel ar programm anvet Bemdez.

Gael Briand a ginniga ar programm.

Ha da glevet ivez:

-Un emglev istorel a zo bet kavet get an OMS, aozadur bedel ar yec’hed.

-Un heuliadenn kaozeadennoù a zo bet dec’h e Pariz a benn klask sevel ar peoc’h e Ukrenia.

-Breskaet eo Israel get sinadegoù a zo lañset get soudarded al lu israelian

-E afer an Abbé Pierre, ar Vatikan a ouie dija e 1955 hervez ul levr enklask kazetenniñ embannet dec’h.

-Ur strollad avokaded er prosez Ar Skouarneg a faota dezhe breutaat en ur mod disheñval.

-Klozet eo hep disoc’h afer saotradur Mor bihan ar Morbihan (golfe)